Maria Anna Prusia
Maria Anna Prusia, pe Maria Anna Friederike von Preußen hervez hec'h anv alamanek (met Anna a veze graet anezhi peurvuiañ), ganet e 1836 en Berlin ha marvet e 1918 en Frankfurt, a oa ur briñsez eus Rouantelezh Prusia.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar yaouankañ a dri bugel e oa, merc'h d'ar priñs Carl von Preußen ha d'e bried Marie von Sachsen-Weimar-Eisenach (1808–1877).
Kaer-eston e oa, ha tud a veze war he zro. E dibenn 1852 e tegouezhas Franz Joseph, danvez impalaer Aostria, en Berlin, ha sot-nay e voe ganti. Goulenn he dorn a fellas dezhañ. E vamm a skrivas evitañ d'he c'hoar Elisabeth Ludovika von Bayern, rouanez Prusia"[1] . siwazh d'ar paotr impalaer e oa prometet dorn Anna dija, ha gwashañ pezh a oa, enebiezh ouzh un emglev Aostria a oa e-touez pennoù Prusia.
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hwec'h bugel he doe:
- Friedrich Wilhelm Nikolaus Karl (1854−1888), marvet dizimez e-kerzh ur veaj war vor etre Batavia ha Singapore.
- Elisabeth Charlotte Alexandra von Hessen (1861−1955); dimezet da Leopold, Hereditary Prince of Anhalt ha bugale dezho.
- Alexander Friedrich Wilhelm Albrecht von Hessen (1863–1945); dimezet d'ar varonez Gisela Stockhorner von Starheim, ha bugale dezho.
- Friedrich Karl Ludwig Konstantin (1868−1940), roue Finland; dimezet da [[Margarethe von Preußen]] ha bugale dezho.
- Marie-Polyxene (1872−1882), marvet da 10 vloaz;
- Sibylle Marguerite von Hessen (1877−1925) ; dimezet d'ar Baron Friedrich von Vincke, ha dizimezet e 1923.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Hamann, Brigitte. Elisabeth. Kaiserin wider Willen. Munich, 1981, p. 8.